Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

dra vad e ve d’e-omp gouzanv hed hor buez an holl boaniou, an holl ankeniou ho deuz bet ar verzerien war an douar, evit gellout kaout ar baradoz ha pa ne ve nemet eur pennad hep-ken. Ha perak eta ne gemerfemp-ni ket a galoun vad ar c’hroasiou a zigas Doue d’e-omp, pa c’houzomp er-vad e vezimp euruz da-viken evit ar poaniou dister-ze hon devezo bet war an douar ? Sant Agapit, bihanik c’hoaz, e-leac’h kaout aoun rag an tirant a lakea d’ezhan eun tok-houarn ruz-glaou war he benn, a lavaraz : « Ne c’houfenn ket beza eurusoc’h eget koll va fenn er bed-man, evit ma vezo lakeat eur gurunen gaer war-n-han enn nev. » Sant Fransèz a lavare ive : « Ar mad a c’hortozan a zo ker braz ma kav d’in ez eo gant-han dudiuz va holl foaniou. » Piou-bennag a fell d’ezhan mont d’an nev, a dle stourm kalet ha gouzanv hep klemm. Ne d-euz den evit beza gopreat hep gounid he c’hobr da genta, nag evit gounid he c’hobr hep gouzanv he boan hep klemm. Ar brasa gobr a zo enn nev a vezo d’an hini en devezo gouzanvet ar muia hep klemm. Pa vez hano euz a vadou an douar, e weler an dud o tastum anezho a-skrab ha muia ma c’hellont ; evit madou an nev a-vad, ar madou-ze a bad da-viken, a-walc’h eo d’e-omp, emez-ho, nemet hor bevezo eur c’hornik er Baradoz. Pebez dallentez ! Ne d-eo ket evel-se eo e labour ar zent : laouen gant an distera tra, distag int dioc’h madou an douar ; evit kaout madou an nev a-vad e labouront hage poaniont muia ma c’hellont ; ne ehanont noz-deiz