Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

a lavar goude : « Evit rei kaloun d’e-omp, Doue ne zigas morse anken da zen, hep digoll dioc’h-tu ar boan-ze dre eur c’hras-bennag. » Jezus-Krist en em ziskouezaz eun dervez d’ar verc’h euruz Baptista Varani, hag a lavaraz d’ezhi e roe ar grasou brasa d’ar re a ioa karet gant-han : da genta, ar c’hras da joum hep pec’hi ; d’an eil, da ober ar mad a zo eur c’hras all ; ha d’an trede, da c’houzanv ar boan dre garantez out-han, a zo eur c’hras n’euz enn tu-all d’ezhi. Dre-ze eo e lavare santez Thereza : « Pa rear eur vad-bennag evit Doue, e vezer digollet gant-han dre eur boan-bennag ive. Ar zent n’ho deveze morse poan nag anken e-bed, hep na drugarekaent Doue bep tro euz a-greiz ho c’haloun. » Sant Loiz, roue Bro-C’hall, o komz diwar-benn an amzer ma ’z edo dindan an Durked, a lavare : « Laouen oun ha trugarekaat Doue a ran muioc’h evit an nerz am beuz bet digant-han da c’houzanv va foaniou hep klemm, epad ma voan sklaf, eget n’am bije trugarekeat anezhan goude beza gounezet ar bed-holl. » Santez Elizabeth a Durinj, kaset er meaz euz he stadou gant he map, ha goude ma voe maro he fried digant-hi, dilezet gant an holl, a ieaz enn eur gouent, hag eno e lakaaz kana eun Te Deum evit trugarekaat Doue euz ar c’hras a rea d’ezhi da c’houzanv dre garantez out-han.

7. — Sant Joseph a Galasanz a lavare e voa nebeud a dra gouzanv an holl boaniou evit gounit ar Baradoz, hag ar pez a lavare a ioa hevel oc’h komzou an Abostol sant Paol. Eun