Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

da zastum anezho. Etre an daou rumm dud-man, pere a gav d’e-hoc’h, kristenien, eo ar re fura ?

8. — Evit komz brema diwar-benn buez ar bed-man, e c’hellomp lavaret c’hoaz hep kaout aoun da fazia : an hini a c’hoar gwella gouzanv he boan heb en em glemm a zo a hent-all an den en deuz ive ar brasa peoc’h. Sant Filip Neri a lavare ne voa er bed-man purgator e-bed, ne voa enn-han nemet eur baradoz pe eun ifern ; ha gwir a lavare. Ar poaniou, an ankeniou a zo evel ma lavarfet eur baradoz evit an hini a c’hoar kemeret ha gouzanv anezho hep klemm ; eun ifern int a-vad evit an hini a glask herzel out-ho ; rak, eme zantez Thereza, an neb a grog kalounek hag a dro-vriad er c’hroasiou a den digant Doue ne c’hoar ket peger pounner int, dre ma teu nerz anezho d’ezhan. Sant Fransèz a Zal, oc’h en em gaout gwasket gant ankeniou a-leiz, a lavare : « Abaoe eun nebeut zo an traou, oc’h enebi ouz-in hag oc’h va c’has du-man ha du-hont, a ra d’in kaout eur peoc’h heb he far ; diskouez a reont d’in e vezo hep dale pell va ene unan gant Doue, hag e gwirionez va c’haloun ne c’hoanta netra e-bed muioc’h. » E peleac’h e kavfemp-ni ar peoc’h, mar d-eo direiz hor buez ha ma na d-omp ket a-unan gant Doue hep-ken, ha gant ar pez a fell d’ezhan ? Eur misioner euz an Indez oc’h harpa eun torfedour a iea d’ar maro, he-man a lavaraz : « Evel-d-hoc’h, va zad, me a zo bet gwechall enn urz m’emaoc’h ; beza e voen euruz epad