Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

pèc’hed hag e lam digan-e-omp, dre Zakramant an Aoter, ar galloud da bèc’hi.

13. — Sakramant an Aoter a laka dreist pep tra karantez Doue da c’houeza flamm enn eneou. Doue a zo karantez, hag ar garantez-se a zo eun tan hag a zev, enn hor c’haloun, holl c’hoantegèsiou an douar. Jezus-Krist a zo deut he-unan da zigas war an douar tan ar garantez-se ; he vrasa c’hoant a zo gwelet anezhan o krègi enn hon ene. Peger flamm ne vezo ket tan karantez Doue e kaloun ar c’hristen a gemer Jezus er gommunion ! Santez Katharina a Zien a welaz eun dervez, epad ar gorreou, Jezus e doare eur voul-dan, ha kement-se a vire out-hi da gredi e c’helle kaloun an holl dud war an douar choum hep birvi gant tan karantez Doue. Santez Roza euz a Lima, goude kommunia, a deue da veza ruz-glaou ken na lugerne. Ar gommunion a laka kement a garantez Doue enn ene mad, ma ’z eo eur spount evit an ifern, pa zistro dioc’h an daol zantel.

14. — Dre ar gommunion, karantez Doue a c’hell beza ker braz, ma teu neuze an ene d’en em ankounac’haat he-unan ha da veza, koulz lavaret, dall dirak an holl draou krouet. Hogen, eme unan-bennag marteze, me me gommunian nemet eur weach an amzer, o veza ne gav ket d’in ez eo kre a-walc’h va c’harantez ouz Doue. « Petra ! a lavar Jerson, o veza ma ’z oc’h skournet gant ar riou e fell d’e-hoc’h pellaat dioc’h an tan ? o veza ma welit ez eo ien ho kaloun, e tlefac’h kentoc’h a-ze tostaat oc’h Sakramant an Aoter, mar fell d’e-hoc’h e gwi-