Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

War gement-man e tleer ober dioc’h lavar an tad kovesour, rak gouzout a dleomp ne d-euz stad a vuez e-bed, ar briedelez na stad all, evit miret ouz-omp na gommunifemp aliez, mar kav mad hon tad kovesour e rafemp : an dra-man a zo bet lavaret gant an Tad Santel ar Pap Innosant unnekved.

11. — N’euz netra a gement a ve ken talvouduz hag ar gommunion d’eur c’hristen mad er bed-man. Doue, an Tad, en deuz roet he holl vadou da Jezus-Krist. Dre-ze, pa deu Jezus enn ene dre ar gommunion zantel, e tigas eant-han an tenzoriou braz-meurbed euz he holl c’hrasou. Goude beza bet ar gommunion, e c’heller lavaret eta : digant va Doue em beuz bet an holl vadou. Sant Denez a zesk ez eo Sakramant an Aoter an hent eêuna ha gwella evit kas an eneou d’ar zantèlez. Sant Visant Fevier a lavar ive e talvez muioc’h eur gommunion vad hep-ken eget na ve iun epad eur zizunvez diwar bara ha dour.

12. — Ar gommunion, eme ar c’honsil a Drant, a bella diouz-omp ar pèc’hejou veniel hag a vir na gouesfemp er pèc’hejou marvel. Pellaat a ra ar pèc’hejou veniel, rak dre Zakramant an Aoter, an den a zo douget da ober aktou a garantez, an aktou-ze a lam ar pèc’hejou veniel. Miret a ra ar gommunion oc’h ar pèc’hejou marvel, o veza ma kresk ar c’hras enn ene ha ma tiouall anezhan dioc’h faziou brasoc’h. Ar Pap Innosant, trede euz an hano, a lavar ive en deuz Jezus-Krist, o vervel

evid-omp, lamet ac’hanomp euz a c’halloud ar

2*