Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

eur galoun hep-ken dre Zakramant ar garantez. » Sant Bernardin a Zien a lavar ouc’h-penn e kasaz Jezus-Krist he garantez da benn, oc’h en em rei d’e-omp-ni er Zakramant, pa ’z eo gwir ec’h en em roaz evit beza holl unan gan-e-omp, evel ma ’z eo ar boed unan gant an hini a zebr anezhan. Pegement eta e kar Jezus beza unan gant an eneou ! Lavaret a reaz eun deiz d’he zervicherez vad Mac’harid a Iprèz, goude eur gommunion e devoa great : « Gwelit, va merc’h, peger kaer omp-ni, o veza evel unan, c’houi ha me ; karit eta ac’hanoun ; bezomp atao unan, dre ar garantez, ha n’en em zizunanomp mui. »

10. — Ne vec’h ket evit ober netra a gement a ve kaeroc’h dirak Doue evit kommunia, e stad ma tere oc’h pep kristen beza, a-raok ober eun dra hag a zo ker braz, a-raok beza unan gant Jezus, hervez he c’hoant karantezuz. Lavaret em beuz : ar stad ma tere oc’h pep kristen. evit diskouez ne ve den evit beza er stad vad da gommunia, ma ve sellet piz gant Doue oc’h ar pez a dalv, rak ne d-euz nemet eun Doue hag a zigemerfe mad eun Doue. Dre ar geriou-ze ar stad a zere oc’h eur c’hristen, me lavar stad eur c’hrouadur reuzeudik ganet euz a Adam. A-walc’h eo, a lavarer, kommunia e stad a c’hras, o kaout c’hoant da lakaat karantez Doue da greski enn hon ene. «Dre garantez hep-ken eo e tleer kemeret Jezus-Krist er gommunion, eme zant Fransez a Zal, pa ’z eo dre ar garantez hep-ken ec’h en em ro Jezus d’e-omp. » Ha dleet eo d’e-omp kommunia aliez ?