Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

rionez karet Jezus-Krist ; rak seul-vui ez oc’h klanv, seul gentoc’h a-ze ho peuz ezomm da veza pare. » Sant Fransèz a Zal a zesk da zaou rumm dud e tlefent kommunia aliez ; d’ar re vad evit kenderc’hel er zantelez hag enn hent an nev, d’ar re lezirek, evit gellout kerzet war-zu ar mad dre an hent-se ive. Ar gristenien a ia aliez da gommunia a dle c’hoantaat dreist pep tra beza sent ha kreski bepred er mad enn eur garet Jezus-Krist muioc’h-mui. « Pa ’z eoc’h da gommunia, a lavaraz Jezus da zantez Mathild, grit ma c’hoantaio hoc’h ene kaout ouz-in ar vrasa karantez a c’hell eur galoun da gaout, hag ar garantez ho pezo a vezo kavet ker mad gan-en ha ma fell d’e-hoc’h e ve. »


Peden a Garantez


Doue mad ha karantezuz, Doue a dlefe beza karet gant eur garantez hep ment e-bed, lavarit d’in petra a rafac’h-hu ken evit gellout beza karet gan-e-omp-ni ? Ne d-eo ket bet a-walc’h d’e-hoc’h en em ober den ha plega da holl boaniou an douar evel-d-omp ; no voa ket a-walc’h d’e-hoc’h skuilla evid-omp ho koad e-kreiz ar poaniou brasa, ne voa ket a-woalc’h d’e-hoc’h mervel gant anken war eur groaz evel eun torfedour fallakr : falvezet eo bet c’hoaz gan-e-hoc’h en em lakaat dindan ar spesou a vara hag a win, evit hor maga hag evit beza unan gan-e-omp. Lavarit eta d’in, lavarit petra vec’h evit ober c’hoaz da lakaat ho karet ? Siouaz ! Siouaz d’e-omp ! ma n’ho