Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Krist e Sakramant Santel an Aoter nemet dre an hano a garantez, ha pa voe digaset an nouen d’ezhan e lavaraz a-bouez he benn : « Setu va c’harantez, roit d’in va c’harantez ! »

4. — Ar profed Izaï a falveze d’ezhan e vije embannet dre ar bed holl kement tra en devoa great Doue evit dont da veza karet gant an dud. Piou en divije kredet birviken e vije Verb-Doue en em c’hreat den, en em lakeat dindan ar spesou a vara hag a win, evit dont da veza hor magadurez ? « Petra ! eme zant Augustin, ha ne gav ket d’e-hoc’h e voa eur perz diskiant lavaret : drebit va c’hik, efit va goad ! » Ar weach kenta ma voe hano gant Jezus euz ar zakramant-se, he ziskiblien ne voent ket evit kredi anezhan ; mont kuit a rejont enn eur lavaret : ha penaos e c’hell rei d’e-omp he gorf da zibri ? Setu ! Ar pez ne voa ket an dud evit sonjal enn-han, na kredi e c’helle beza, Jezus-Krist, dre he garantez vraz-meurbed, a zonjaz hag a reaz. Kemerit ha debrit, eme-z-han, d’he ziskiblien ha d’e-omp-ni holl ive drez-ho. Ha petra eo ar boed a fell d’e-hoc’h da rei d’e-omp-ni, Salver ar bed, a-raok ma varvimp ? Va c’horf, eme-z-han ; ne ket eur boed diwar an douar eo, me eo va-unan hag en em rei holl a ran d’e-hoc’h.

5. — Ha pegement a c’hoant n’en deveuz ket Jezus-Krist d’en em rei d’e-omp er gommunion zantel ! « Mall braz am boa da zibri ar pask-se gan-e-hoc’h,  » a lavare enn nosvez ma lakaaz ar zakramant-se a garantez. «Ar c’homzou-ze,

evel ma ro d’e-omp da anaout sant

2