Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

hag evel a lavar an Abostol sant Paol, en em rei a c’heureu d’an dud enn nosves-se zo-ken ma kuzulient etre-z-ho diwar-benn lakaat anezhan d’ar maro. « Hor Zalver, eme zant Bernard, dre gaout re-vras karantez evit hor silvidigez, a falvezaz d’ezhan c’hoaz, a-raok mervel, ober ar c’haera tra a c’helle, o rei d’e-omp he gorf da vagadurez. »

3. — N’eo ket heb abek eta e c’halve sant Thomaz ar Zakramant-se Sakramant ar garantez, pa’z eo Jezus, hor Zalver, en em roet d’e-omp er Zakramant-se dre ar garantez hep-ken. Bez’ ez eo c’hoaz, eme ar zant-se, eur merk a garantez evit ar re n’ho divije ket anavezet petra voa hag evit ma kavchent ar merk anezhi er Zakramant-se. Evel m’en divije lavaret Jezus eo : eneou kristen, ma ne c’houzoc’h ket petra eo va c’harantez enn ho kever, sellit oc’h Sakramant an Aoter, eno ec’h en em roan holl d’e-hoc’h ; gant ar merk-se n’hoc’h mui evit lavaret ne garan ket ac’hanoc’h gant eur garantez ar vrasa. Sant Bernard a c’halv Sakramant an Aoter penn-kenta ar garantez, karantez an holl garantesiou, o veza ma ’z ema er Zakramant sakr-ze holl vadelesiou hor Zalver, abaoe ma’z omp krouet bete ma’z omp bet prenet ha galvet da vont gant-han d’he c’hloar ; rak Sakramant an Aoter ne d-eo ket hep-ken eur merk euz a garantez Jezus-Krist, beza ez eo, evel ma lavarfac’h, ho kred da vont rag-êeun d’ar Baradoz, a fell da Zoue rei d’e-hoc’h, eme an Iliz. Sant filib a Neri ne voa ket evit henvel Jezus--