Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Lauranz Justinien, ar c’homzou-ze a ziskouez anat ar garantez vraz en devoa Jezus ouz-omp. Evit ma c’hellje pep-unan kaout perz er zakramant-se e lakaaz anezhan dindan ar spesou a vara hag a win. Ma vije bet lakeat dindan spesou boed ker ha diez da gaout e peb bro, ar re baour n’ho divije ket gellet kaout anezhan. Ne ket evel-se eo a falveze da Jezus : gwelloc’h e kavaz lakaat anezhan dindan bara a zèbrer e pep leac’h, evit ma vije easoc’h d’an hell tostaat oc’h ar zakramant-se. »

6. — Jezus-Krist evit lakaat enn hon ene ar c’hoant da dostaat oc’h an daol zantel, ouc’h-penn ma kelenn ac’hanomp o lavaret : « Deut, va mignouned, debrit hag efit », a ra d’e-omp c’hoaz ar gourc’hemen da zont da zibri ha da efa oc’h he daol zakr ; hag evit lakaat ac’hanomp da zont buanoc’h e lavar hon devezo ar Baradoz : « An hini a zèbr va c’hik, en devezo ar vuez a bado da viken. Enn eur ger, d’an ifern ez aio, eme-z-han, nep piou-bennag ne fell ket d’ezhan digemeret ac’hanoun enn he ene. » Ar pedennou-ze, ar gourc’hemennou-ze, ar gourdrouzou-ze holl a deu euz ar c’hoant en deuz Jezus d’en em rei holl d’e-omp e Sakramant an Aoter.

7. — Ha brema, perak en deuz Jezus kemend-all a c’hoant e kemerfemp anezhan er gommunion ? Dre m’ema atao ar garantez o c’hoantaat hag o klask beza a-unan gant an hini a zo karet gant-hi. Ar vignouned vad a garfe beza atao an eil gant egile, kement na vent lakeat nemet eun den hep-ken. Karantez Doue ouz-omp a zo ive ker braz, ma ’z eo