Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —

sioul ha gant madèlez oc’h an hini a zo rog ouz-omp. Ma verv hor goad eun dra-bennag, ez eo gwell d’e-omp tevel ken na vezo deut hor spered war he du. Arabad eo d’e-omp klemm oc’h ar re all diwar-benn ar pez zo bet great d’e-omp, hogen kinnigomp kement-se da Jezus-Krist en deuz bet gouzanvet kemend a boan evid-omp.

6. — Bezomp mad e-kever an holl, e-kever hor mistri hag e-kever ar re or beuz da welet war-n-ho, pe ez int bihan pe vraz, kerent pe diavezidi ; dreist-holl, bezomp mad e-kever ar re baour, ar re glanv hag ive e-kever hon enebourien.

7. — Pa reomp eur gourdrouz-bennag eo red e ve great hep beza droug enn-omp ; neuze hep-ken eo e tougo frouez mad. Rak-se, arabad eo d’e-omp kelenn ar re-all, pa vez droug enn-omp hon-unan, hor c’homzou neuze a ve c’houero, kaer or be ; arabad eo ive kelenn eun all a zo droug enn-han, rak oc’h he gastiza neuze, e-leac’h he lakaat da zont enn-han he-unan, e kreskfe an droug a zo enn-han.

8. — N’or bezet avi e-bed oc’h ar madou, an enoriou, ar c’hargou huel nag oc’h meuleudiou an dud ; traou int ha ne dalont netra. C’hoantaomp hep-ken karet Jezus-Krist evel ar re a gar muia anezhan ; ar re-man a zo laouenoc’h gant karantez Doue eget rouanez