Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/240

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 238 —

buez, evit marvel laouen hag evit plijout da Jezus-Krist. Enn eur c’hoantaat mervel. pa falveze da Zoue, eo e kreskaz mad ho maro da eneou ar verzerien. Lavaromp eta da Zoue : Aotrou, setu me a zira-z-hoc’h ! pa garoc'h e rin ar pez a fell d’e-hoc’h, pa garoc’h e c’houzanvin ar poaniou a zigasoc’h d’in, pa garoc’h e varvin, setu me dira-z-hoc‘h ! Arabad eo d’e-omp kaout c‘hoant da choum beo c‘hoaz evit ober pinijen; ar gaera pinijen a zo mervel hep klemm, pa fell da Zoue.

3. — En em lakeomp ive etre daouarn an Aotrou-Doue, mar d-omp paour ha diantek, mar or beuz riou ha naoun, mar d-omp skuiz, mar or beuz mez ha dismeganz da c’houzanv.

4. — Na glemmomp ket evit koll hor madou, hor c’herent, hor mignouned, en em voazomp da lavaret e-kreiz hon holl boaniou : bez’ e fell da Zoue, ha d‘in e fell ive. Pa varv unan-bennag euz hor c’herent, e-leac’h koll an amzer da ouela hep vad e-bed, pedomp muia ma c’hellimp evit an eneou or beuz karet, ha kinnigomp da Jezus-Krist, evit mad an anaoun, ar boan or beuz da veza ho c’hollet, an diènez hag an diouer or beuz anezho.

5. — Gouzanvomp hep klemm hag e peoc’h an dismeganz hag ar gwall-gomzou, na lavaromp netra pe gomzomp