Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 240 —

ar bed gant kement tra o deuz. Trugarekaomp Doue evit m’en deuz great d’e-omp anaout ne d-eo netra madou an douar, rak ar re-man a gas a steiou an eneou da goll.

9. — E pep tra a reomp hag a lavaromp. na glaskomp ket ar pez a fell d’e-omp hon-unan, klaskomp plijout da Zoue hep-ken ; dre-ze n’or bezet enkrez e-bed evit kement tra a stourm ouz-omp, ha mar deu eun dra-bennag gan-e-omp da vad, na glaskomp ket kaout evit-ho meuleudi nag anaoudègez vad an dud. Mar droug-komzer diwar hor penn. na reomp van. ne d-eo ket d’an dud, da Zoue eo e fell d’e-omp plijout.

10. — Ar pez a zo gwella d’e-omp da ober evit mont d’ar zantèlez, zo da genta, miret na rafemp ac’hanomp hon-unan an distera pec’hed zo-ken ; hogen, mar or beuz pec’het enn eur c’hiz pe c‘hiz, siouaz d’e-omp ! arabad eo or be droug ouz-omp hon-unan, red eo neuze kaout keuz ha glac’har hep enkrez, sevel ar galoun da garet Jezus-Krist ha lavaret d’ezhan ne bec’himp mui, dre nerz he c’hras santel.

11 — D’an eil, c’hoantaat beza santel evel ar zent, ha gouzanv pep tra evit plijout da Jezus-Krist, pe, ma n’ema ket ar c’hoant vad-ze enn hor c’haloun, pedi an Aotrou-Doue da lakaat anezhi da zevel enn-omp, rak hep eur c’hoant gwi-