Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

a gave d’ezhi, oc’h eun den klanv ne dorr tamm ebed nerz he boan, ne d-eo evit trei na distrei e nep tu war he vele, ne d-eo evit lavaret e pe leac’h ema he boan, nag evit gwelet pe ez eo fall pe vad al louzou a zigaser d’ezhan ! Lavaret a rea neuze, enn eur skuilla daelou leiz he daoulagad : « Kaout a ra d’in n’em beuz na feiz, na fisianz, na karantez Doue. » Evelato, e voa laouen atao hag e komze oc’h an holl gant kalz a vadelez : sevel a rea hep paouez he daoulagad war-zu Doue hag enn he galoun sakr hep-ken eo e kave peoc’h ha diskuiz. Sant Fransèz a Zal, he zad-kovesour, a anaveze er-vad e voa kaer he ene dirak Doue ; lavaret a rea, o komz euz ar zantes-ze, « e voa he ene evel eur c’haner kaer ha bouzar : O veza ne glev berad, eme-z-han, kaer en deuz kana dudiuz, ne gav levenez e-bed enn he ganaouen. » Setu ama petra a skrivaz d’ar zantes-ze : « Bez’ e tleit servicha ho Salver dre garantez hep-ken evit ar pez a fell d’ezhan, pegement-bennag ez eo braz sèc’hor ha diouer hoc’h ene, petra-bennag m’emaoc’h e kreiz eur mor a anken hag a spount ; An hini a ra evel-se a gerz hag a ia d’ar zantelez. »

Evel a lavar an Iliz, ar zent a zo evel ar vein benerez, labouret kaer gant ar morzol ha gant ar gizel, da lavaret eo, gant temptasionou, gant spount ha gant nec’h, evit beza mad goude-ze da veza lakeat da harpa tron an Aotrou-Doue e rouantelez ar Baradoz.