Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —



Peden a Garantez


Va Jezus, va fisianz ha va c'harantez, ne dalan ket ar boan em be frealz ha dudi digan-e-hoc’h ; roit anezho d’an eneou glan o deuz karet ac’hanoc’h a-viskoaz Evid-oun-me, pèc’her ma ’z oun, ne c’houlennan ket kaout anezho digan-e-hoc’h. Ar pez a c’houlennan eo ho karet bepred hag ober ar pez a fell d’e-hoc’h hag ar pez a garit ; evelato, grit em c’hever ar pez a blijo gan-e-hoc’h ; d’e-hoc’h ez oun en em roet holl. Va fèc’hejou tremenet o deuz destumet d’in poaniou hag enkresiou brasoc’h evit ar re am beuz bet digan-e-hoc’h ; an ifern am beuz gounezet hag anez ho trugarez em c’hever, e vijen enn-han brema, o ouela da-viken e-kreiz ar poaniou grisie hep gallout dont d’ho karet morse.

O va Doue, choum hep ho karet a zo ar gwasa euz an holl boaniou, rak evit ober mad ez eo red e vec’h karet hep kemm na ment. Dre ho madèlez em c’hever, o peuz great ma ’z eo red d’in ho karet, hag hiviziken na vezin evit beva hep ho karantez nag hep ho karet. Ia, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Ar c’hoant-se am beuz d’ho karet a zo deut d’in euz ho kras santel ; kasit enn-oun ho labour da benn, harpit ac’hanoun bete mervel ha n’am list ket da vont war-lerc’h ar pez a garan va-unan. Roit d’in an nerz da drec’hi an temptasionou, dreist-holl d’en em drèc’hi va-unan.