Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —


28. — Temptasionou ar zantez-ze a greskaz c’hoaz epad an eiz pe nao bloaz diveza euz he buez hag ho gouzanv a voe d’he c’haloun eur verzerenti ne baoueze na noz na deiz, kaer e doa pedi, labourat pe ehana. Eun truez e voa gwelet anezhi ; temptet e veze e pep tra, nemet gant ar c’hik ; an droug-spered a lakea anezhi da veza nec’het hag enkrezet e pep doare evit he zemplaat er mad muia ma c’helle. A-wechou ive an Aotrou-Doue a lame he sklerijen digant-hi, bete ma kave d’ezhi zo-ken gwelet anezhan e drouk out-hi, oc’h he c’has kuit diout-han. Neuze spountet holl, santez Janned a droe he daoulagad enn tu-bennag all evit en em zizoania, hag o veza ne gave dizoan e-bed, e tistroe a-nevez da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha d’en em lakaat etre he zaouarn. Kaout a rea d’ezhi ez ea bepred d’en em rei d’an demptasion, ha petra-bennag ma ’z edo an Aotrou-Doue oc’h he harpa bepred, sec’hor he ene a gave ker braz, ma sonje d’ezhi e voa dilezet gant-han, dre n’e devoa nep joa o pedi, o lenn, o kommunia nag oc’h ober kement vad a rea, ha ma veze enn eneb enouet atao hag atao enn dizec’h. Neuze, er stad poaniuz ha truezuz-ze, ec’h en em lakea da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha da lezel anezhan da ober ar pez a gare enn he c’hever.

29. — Santez Janned a Gantal a lavare c’hoaz, diwar-benn sèc’hor he ene : « Kaout a ra d’in ez eo va stad a vuez eur groaz all d’in, hag o veza n’oun ket evit ober netra vad, va c’hroaz a ia pouneroc’h-pounera. » Hevel e voa,