Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

nev, a zo evel-kent atao e peoc’h, o veza ma c’hoar e kar Doue hag ez eo karat gant-han. An Aotrou-Doue, o falvezout d’ezhan e ve an ene gwennoc’h ha glanoc’h dira-z-han, hag e ve ivez distag mad dioc’h pep karantez ouz traou ar bed ; evit ma vezo neuze muioc’h a-unan gant-han dre ar wir garantez, Doue a-wechou a laka an ene da veza enn eur zèc’hor vraz, a re d’ezhan ar gwasa euz ar poaniou a c’hell da c’houzanv. Neuze spered an den a deu da veza goloet gant kement a denvalijen, ne d-eo mui evit anaout e pe stad ema, ha ma kav d’ezhan ne vezo mui evit kaout an Aotrou-Doue. Doue a lez ive a-wechou an ene da veza gwall-dernptet gant ar c’hik savet a-enep d’ar spered, d’ar feiz, d’ar fisianz ha d’ar garantez, savet a-enep Doue he-unan, o kredi ez eo dilèzet gant-han. Neuze, o veza ma ’z eo kre aliou an droug-spered ha sempl ar c’hik, hag a bent all, dre ne c’hoar ket an ene, petra-bennag ne fell ket d’ezhan pèc’hi, dre ne c’hoar ; ket anaout er-vad, e kreiz an denvalijen-ze, pe e talc’h penn a-walc’h oc’h an demptasion pe ne ra ket, neuze an traou-ze holl a ra d’ezhan krena gant aoun n’en defe pèc’het ha kollet gras an Aotrou-Doue. He spount war gement-se a zo ker braz, ma kred ema tost d’en em goll, ha ne d-eo mui karet gant Doue en deuz brema droug out-han. Ar zent brasa zo-ken o deuz bet, enn ho amzer, ar zèc’hor hag ar spount-se ive da c’houzanv. Santezi Thereza a lavar he-unan e deuz bet he lod anezho, hag er stad-ze a enkrez, pa veze enn