Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —

tu-bennag he-unan, e kreske he foan hag e kave d’ezhi e voa ar beden a galoun eun ifern, ken diez e voa.

23. — Ar zèc’hor hag ar poaniou-ze ne dleont spounta tamm e-bed eun ene a zo karantez Doue enn-han, ha nebeutoc’h c’hoaz an tad-kovesour a ren anezhan. An temptasionou-ze a berz ar c’hik hag a-enep ar feiz a den gweach a vez euz an aoun hag euz an nèc’h zo enn ene, a-wechou ive e vezont c’houezet gant an droug-spered. Hogen, o veza ne d-euz ar galoun perz e-bed enn-ho, an temptasionou-ze ne d-int ket pec’hejou. An ene a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a zalc’h mad hag a harz oc’h peb ali fall ; tenvalijen a-vad o veza enn-dro d’ezhan, ez eo nec’het, ha dre n’en d-euz ket digant Doue dudi he c’hras santel, e kren hag ez eo poaniet. Mar fell d’e-hoc’h anaout e pe stad ema an ene-ze, goulennit out-han, e-kreiz he vrasa sèc’hor, hag hen a rafe eur pèc’hed veniel hep-ken anezhan he-unan ; ha ma ne varc’hata ket da lavaret ez eo gwelloc’h gant-han gouzanv kant gweach ar maro kent eget ober an distera pèc’hed, neuze bezit heb aoun ha divorc’het war he stad.

24. — War gement-man setu c’hoaz : red eta lakaat kemm el leac’h ma ’zeuz, ober eur pez mad, evel ma ve trèc’hi an demptasion, kaout fisianz e Doue, karet anezhan ha goulenn ma vezo great ar pez a fell d’ezhan, ober kement-se ha gouzout e rear mad a-walc’h kement-se a zo daou : an eil anezho, me lavar an anaoudègez euz ar mad great gan-e-omp a