Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —

a zo enn-omp enn lountrègez a spered, eme zant Iann ar Groaz, ne d-eo ket karet tamm gant an Aotrou-Doue. Dre-ze eta, kasomp euz hor spered ar stad-ze a zo enn-omp evit an dudiou or beuz digant Doue, ha na gredomp ket e ve an Aotrou-Doue ken douget mad evid-omp, dre ma ’z omp gwelloc’h eget ar re all. Ar zonj-ze a lakafe anezhan da vont kuit a-grenn diouz-omp, ha neuze e choumfemp hon-unan gant hor sempladurez hag ar pèc’hed. Dudiou an Aotrou-Doue a zo gwelloc’h d’an ene evit holl vadou hag holl enoriou ar bed.

Trugarekaomp Doue eta evit ar vadèlez en deuz bet da rei anezho d’e-omp, hag enn eur drugarekaat anezhan, izelaomp hor c’haloun ha diouallomp na ankounac’hafemp hor pec’hejou tremenet, sonjomp er-vad e teu d’e-omp ar grasou-ze euz a vadèlez an Aotrou-Doue, hag e tigas anezho d’e-omp evit hor lakaat gwelloc’h a-ze da c’houzanv hep klemm an holl boaniou hag an holl enkresiou a c’hoarvezo gan-e-omp. En em ginnigomp hag en em roomp eta da Zoue evit gouzanv pep seurt poaniou ar c’horf ha re ar spered, ar c’hlenved hag an dismeganz, enn eur lavaret d’an Aotrou-Doue : Setu me dira-z-hoc’h, grit ac’hanoun hag euz a gement am beuz ar pez a fell d’e-hoc’h ; roit d’in ar c’hras d’ho karet ha da ober er-vad pep tra a garit, ne c’houlennan netra ken ouz-hoc’h, va Doue.

22. — Eun ene hag a c’hoar er-vad ema gras Doue gant-han, ha n’en defe da danva netra euz a zudiou ar bed nag euz a zudiou an