Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

levriou santel, a dle dreist-holl kelenn ar gristenien da bedi. Ar beden a zo boed an ene hag hep-d-hi ne d-eo evit beva euz a vuez ar c’hras. Prezeg, kommunia, kaout poan, rei an aluzen a zo traou mad holl, pa vezont great evit Doue, den e-bed n’her nac’hfe ; evelato n’int ket holl evit miret ouz-omp da goueza gant an demptasion, ma ne c’halvomp ket an Aotrou-Doue dre ar beden. Pedomp eta mar fell d’e-omp en em zavetei, pedomp pa vezomp temptet, goulennomp oc’h hor Zalver ma plijo gant-han rei d’e-omp nerz da drèc’hi an droug-spered, ma plijo gant-han hor c’henderc’hel enn he c’hras ha ma pedimp anezhan bete mervel. Galvomp ive ar Werc’hez-Vari enn hor pedennou ; dre-z-hi e tiskenn grasou Doue war ar bed, ha sant Bernard a lavar ; heb aoun e fell da Zoue e teufe he c’hrasou d’an holl dre zaouarn he Vamm zantel, ar Werc’hez-Vari.


Peden a Garantez


Jezus, va Zalver ha va Doue, fisianz am beuz e vezo taolet diwar-n-oun va fec’hejou dre ho trugarez hag ho madelez, hag ez in gan-e-hoc’h d’an nev d’ho trugarekaat ha d’ho karet da-viken. Anaout a ran er-vad em beuz pec’het, ha pec’het aliez, o veza n’am beuz ket goulennet a-walc’h ouz-hoc’h ar c’hras da genderc’hel er mad. Brema, o va Doue, e c’houlennan ar c’hras-se, n’am list ket da bellaat diouz-hoc’h morse, dreist-holl pa vezin temptet, rak neuze eo em bezo muioc’h izomm