Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 221 —

nemet goude ar genta, an eil, an drede, pe ar bederved peden, evit na baouezimp da bedi anezhan e pep mare. Bez’ e tleomp gouzout er-vad ema hor mad er beden ; e teuomp dre ar beden da drei oc’h Doue ha Doue ouz-omp, e vezimp dre-z-hi treac’h d’an demptasion, e vezimp karet gant Doue, e vezo ouc’h-penn santel hon ene hag e kendalc’himp er zantèlez bete mervel, bete ma vezimp salvet ; o c’houzout kement-se e tleomp pedi atao, pedi stard ha kalounek.

15. — Arabad e ve den souezet o klevet lavaret ken aliez pedi, o klèvet ez eo ker mad ar beden hag ez eo eun dra hag a zo red ouc’h-penn. An droug-spered a zo noz-deiz enn dro d’e-omp o klask lakaat ac’hanomp da goueza, hogen dre n’omp ket evit herzel out-han hep gras Doue gan-e-omp, ez eo red e kemerfemp armou Doue, evel a reaz an abostol sant Paol. Ha petra eo an armou-ze, nemet ar pedennou karantezuz ha kalounek ; gant-ho ha drez-ho hep-ken e teuomp a-benn da ziskar hon enebour. Doue he-unan, er skritur sakr, euz an eil penn d’egile, a zesk d’e-omp pegement or beuz izomm euz ar beden. « Galvit ac’hanoun, eme-z-han, ha me he tenno a boan ; kriit war-zu enn-oun, ha me a glèvo ho peden. Red eo pedi atao, pedi heb ehana. Goulennit hag e vezo roet d’e-hoc’h. Taolit evez ha pedit, pedit hep paouez. » Hervez a lennomp hag a welomp eta, ne c’houfe kristen e-bed pedi re na re aliez.

16. — Ar veleien er gador-brezek hag e kador ar binijen, koulz hag ar re anezho a ra