Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

kre ho feiz, hag evelato a zo enn aoun hag e nec’h gant an temptasionou o deuz a-berz ar c’hik pe a-eneb ar feiz, ar re-ze a zo mad e ve miret out-ho gant ho zad-kovesour na lavarfent ger diwar-benn ho zemptasionou, rak an eneou-ze o tiskenn enn ho c’houstianz hag oc’h evesaat piz oc’h ar pez o deuz great, a c’hellfe, dre gement-se, beza douget da greski ho nec’h hag ho enkrez ha, dre-ze, o defe muioc’h da ziouall out-ho ho-unan. A-walc’h eo eta d’an tad-kovesour gouzout er-vad n’o deuz ket an eneou-ze selaouet aliou an droug-spered, evit lakaat anezho da zenti out-han ha da choum hep komz euz ho zemptasionou. Evel-se a reaz santez Janned a Gantal. Temptasionou braz hag a-leiz anezho e devoa bet epad meur a vloaz, hep gouzout e devoa pèc’het, hag hep biskoaz diskuilla anezho d’he zad-kovesour, hervez ar gelen e devoa bet digant-han. Ar zantez-ze a lavare : n’em beuz morse anavezet er-vad em be selaouet temptasion e-bed, evit diskouez e doa evel aoun diwar ho fenn hag e voa ive e peoc’h, pa voa bet miret out-hi gant he zad-kovesour na gomzche ket anezho d’ezhan. Mad eo e kement-se komz anezho, ha pep kristen a dle da genta lavaret d’he dad-kovesour an temptasionou en deuz bet, nemet miret e ve out-han goude-ze.

14. — Ar gwella tra hag ar pez zo red zo-ken evit trèc’hi an demptasion, eo, me her lavar c’hoaz, kenderc’hel da bedi endra bad, hag epad ma c’hwask war-n-omp. Lakaat a ra aliez an Aotrou-Doue ne vezimp treac’h,