Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

gouelomp, huanadomp, goulennomp nerz digant an nev. Eur wirionez eo ema an Aotrou-Doue atao e-tal da glèvet ouz hor peden. Evelato, ne d-eo ket evit hon ijin hon unan, digant an Aotrou-Doue a zo douget mad enn hor c’hever eo e tleomp kaout nerz da herzel oc’h an demptasion. An Aotrou-Doue a fell d’ezhan a-wechou e poanfemp hon-unan da veza treac’h, ha pa wel ez omp sempl ha toc’hor, neuze e teu hag e laka ac’hanomp da drec’hi mad hon enebour.

12. — Epad ma vezomp temptet, e tleomp ober aliez sin ar groaz war hon tal ha war hor c’haloun, ha mont ouc’h-penn da gaout an tad kovesour. Sant Filip Neri a lavare : « Eun demptasion, pa vez anavezet, a zo hanter drèc’het. » An darn vuia euz ar veleien a gred pa vez bet reizet mad hed ar weach buez ar gristenien, pa vezont nèc’het diwar-benn gouzout pe hi o deuz pèc’het, pe n’o deuz ket, enn eun demptasion-bennag, ar gristenien-ze a dle kredi neuze n’o deuz ket kollet gras Doue, rak, eme-z-ho,ne c’hell ket eun ene zo bet douget d’ar mad hed ar weach, dont enn eun taol da drei d’an droug, heb anaout en deuz pèc’het e gwirionez. Ar pèc’hed marvel a zo eun dra ken heuzuz ne d-eo ket evit mont enn ene en deuz bet kasouni out-han epad keid-all a amzer, hep na vez gwezet er-vad gant an den. Santez Thereza a lavare : « Den e-bed n’en em goll hep gouzout d’ezhan, ha den e-bed ne fazi ha ne bèc’h hep na fell d’ezhan. »

13. — Ar re a zo kizidik ho c’houstianz ha