gaout Jezus ha Mari, hep choum da zellet na da glask gouzout pe seurt eo. Sant Pakom a glevaz eun dervez an droug-spered o lavaret, lorc’h enn-han, en devoa lakeat eur manac’h a ioa da bèc’hi, dre zelaou re anezhan epad an demptasion, ha dre n’en devoa ket en em erbedet raktal oc’h Doue. Klevet a reaz ive eun droug-spered all o klemm dre ne voa ket bet evit dont a-benn da lakaat eur manac’h all da bèc’hi, petra-bennag ma tempte anezhan gwasa ma c’helle, hag, eme an droug-spered-ze, treac’h e vez d’in atao, o veza ma ped an Aotrou-Doue, dioc’h-tu ma wel ac’hanoun.
11. — Mar kendalc’h an demptasion da badout, arabad eo d’e-omp beza nec’het ha mont droug enn-omp, rak an droug-spered a c’hellfe, dre an hent-se, kaout an dro d’hor lakaat da bèc’hi ; hogen neuze en em lakeomp izel a galoun, etre daouarn an Aotrou-Doue a lez war-n-omp an demptasion ; lavaromp d’ezhan : « Aotrou, va Doue, ar pèc’hejou am beuz great, siouaz ! a zo penn-kaoz d’in da gaout eur seurt temptasion ; me ho ped, roit nerz d’in evit na bèc’hin ket. » Endra bad ar gaouad, na baouezomp ket eta da lavaret : « Jezus ha Mari. » Eun dra vad c’hoaz neuze, zo en em lakaat a-nèvez e stad da c’houzanv pep seurt poaniou, hag ar maro zo-ken, kent eget pèc’hi, hep paouez evelato d’en em erbedi oc’h Doue. Pa vez an demptasion ker kre, ma vez tost d’e-omp beza trec’het, pedomp, pedomp kalounek war hon daoulin dirak ar zakramant, dirak ar grusifi, pe dirak ar Werc’hez ;