Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —

d-eo Doue, ar mad dreist pep mad. Setu penaos e pèc’h an den, dre ma fell d’ezhan pèc’hi, rak eun dra hag a anavez an holl : an hini a bed an Aotrou-Doue ne bèc’h ket, e-leac’h e pec’h atao an hini ne bed ket anezhan ; dreist-holl pa vez temptet gant ar c’hik. Salomon ar fur a lavare ne voa ket evit beza gwenn ha glan he ene hep gras Doue ha dre-ze, eme-z-han, e c’halvje Doue d’he gaout, pa vije temptet. Pa vezer temptet gant ar c’hik, pe a-enep ar feiz, arabad eo klask stourm a-benn kaer oc’h an demptasion, hogen, dioc’h-tu ma sao, ez eo red he c’has kuit, o sonjal enn eun dra-bennag all, a ve mad da rei labour d’ar spered, evel ma ve sevel hor c’haloun war-zu Doue hag en em c’hlac’hari diwar-benn hor pec’hejou tremenet. Rak-tal eta ma teu d’e-omp eur zonj fall-bennag ez eo red he c’has er meaz, ha koulz lavaret, prenna an nor out-hi hep choum da zellet petra eo ; red eo, enn eur ger, oher evel a rafet ma kouesfe eur c’hlaouen dan war-n-omp.

10. — Mar e deuz lezet an demptasion he roudou enn hor spered hag enn hor c’haloun, neuze ez eo red goulenn nerz digant an Aotrou-Doue, enn eur lavaret an hanvou santel Jezus ha Mari. An daou hano sakr-se a zo kre-meurbed oc’h an temptasionou. Eur bugel, pa wel eur bleiz, a red dioc’h-tu da guzet etre divreac’h he dad hag he vamm, hag eno n’en deuz aoun e-bed mui. Greomp evel-d-han, eme zant Fransèz a Zal ; dioc’h-tu ma welimp

an demptasion o sevel, redomp a-benn-err da

13