Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

evit choum hep kaout c’hoant da vont hep dale d’an nev evit beza eno evel unan gant he vuia-karet.

8. — Kaout c’hoant eta da vont d’an nev da greski dudi an Aotrou-Doue oc’h he garet, kent eget evit kaout an dudi a vezo roet d’an ene a garo anezhan, ar c’hoant-se a zo eur garantez c’hlan hag ar santela karantez. An dudi ho deuz an eneou euruz o karet Doue ne ra gaou e-bed oc’h ar garantez c’hlan ha santel ho deuz. Eurusoc’h eo ar zent, gant ar garantez c’hlan ha santel ho deuz oc’h Doue, eget na d-int gant an dudi a gavont oc’h he garet. Unan-bennag a lavaro marteze : karantez gant c’hoant kaout digoll ne d-eo ket eur garantez wirion a-walc’h, hogen eur garantez fall. Gobr ha gobr a zo, klevit mad ! Kalz a gemm a zo etre digoll ar bed-man ha gobr ar baradoz a vezo met, a lavar an Aotrou-Doue he-unan, d’ar re a gar anezhan. Ar pez a ro an dud da c’hobr ha da zigoll a zo ho madou hep mui-ken, rak morse n’en em roont ho-unan, e leac’h ar gobr a ro Doue d’ar re euruz a zo hen he-unan. Dre-ze, kaout c’hoant da vont d’ar baradoz a zo kaout c’hoant da gaout Doue a zo ar penn euz hor buez.

9. — Ma ve lavaret a-berz Doue d’eur c’hristen ez eo lamet he hano euz a levr ar vuez, ar c’hristen-ze hag hen a dle lezel evel kent he vuez da vont enn dro, war zigarez ez eo barnet gant an Aotrou ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, ha pèc’hi zo-ken a ra o veva evel-se, dre ma kav mad beza e stad a bèc’hed :