Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —

Doue ha pa c’hellfe kaout, a-hent all, holl zudiou ar baradoz. Setu evit petra : an ene mad oc’h anaout e talv e ve karet Doue kalz, kalz muioc’h evit na dalvez hen he-unan, en deuz, dre-ze, muioc’h a c’hoant da garet Doue eget n’en deuz da veza karet he-unan gant Doue.

7. — Esperanz ar Gristenien, eme zant Thomaz, a zo beza war c’hed da veza euruz da virviken enn nev ; an eurusded-se a vezo ho zra, a gav d’ezho, o veza ma ’z eo Doue gwirion ha m’en deuz lavaret e roio eur vuez euruz da virviken d’he zervicherien vad er bed-man. Hogen, ar garantez, enn eur lemel ar pèc’hed, a lam ive ar pez a vir oc’h an eurusded ; dre-ze, seul-vui ez eo braz ar garantez, seul-vui ive e kresk hor fisianz, fisianz ha ne viro ket oc’h ar garantez da veza glan ha mad, rak ar garantez, eme zant Denez, a ia war nij, dre he nerz he-unan, war-zu an hini a zo karet gant-hi. Ar garantez, eme zant Augustin, a zo eul liamm aour hag a stag ker stard kaloun an hini a gar oc’h kaloun an hini a zo karet, ma laka anezho ho diou evel unan hep-ken. Al liamm-ze ne d-eo ket evit staga ar c’halounou a zo pell an eil dioc’h e-ben, rak an hini a gar a c’hoanta atao beza gant an hini a zo karet. Pried ar ganaouen zakr, o welet ez edo pell dioc’h he muia-karet, a zizèc’he war he zreid hag a bede he mignounezed da vont afo da lavaret d’ezhan peger braz e voa he doan, ha da bedi anezhan da zont buan d’he dizoania. Eun ene hag en deuz kalz a garantez ouz Jezus-Krist ne d-eo ket epad m’ema war an douar