Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

ne ket evit ar stad-ze ez eo bet krouet gant Doue. Doue n’en deuz ket great one an den evit an ifern, el leac’h m’en devezo kasouni out-han, hogen evit ar baradoz el leac’h ne vezo ket evit en em viret d’he garet. Setu perak ne fell ket d’ezhan e varvfe ar pèc’her, hogen e teufe da zistrei out-han ha da veza salvet. Ar zant-se a lavar c’hoaz ne fell ket da Zoue e ve daonet an den, nemet dre ar pèc’hed, rak an den en em zaon he-unan laouen, dre ne fell ket d’ezhan ar pez a fell da Zoue, ha ma ’z eo gwelloc’h gant-han pèc’hi eget karet Jezus. Ma lavarfe an Aotrou-Doue da eur c’hristen ez eo barnet d’an ifern, o veza ma c’hoar er-vad e pèc’ho, ar c’hristen-ze hag hen a dle beza laouen war gement-se ha beva evel diaraok ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, rak ar pez en deuz klèvet diwar-benn ar varn-ze a c’hell beza dislavaret, o veza ne d-eo nemet eur gourdrouz a ielo da netra, ma na gendalc’h ket ar pèc’her enn he bèc’hed.

10. — Pellaomp dioc’h hor spered sonjou ker spountuz ha ne d-int mad nemet da lakaat koll fisianz ha da ienaat hor c’haloun e-kever Doue. Karomp Jezus-Krist epad ma c’hellomp er bed-man, hirvoudomp hep paouez war-lerc’h ar mare ma ’z aïmp gant-han d’an nev d’he garet evel ma ’z eo dleet ; hon holl fisianz a dle trei da vont di ha da garet Doue euz a holl nerz hor c’haloun. An den, eme zant Thomaz, ne d-eo ket evit miret penn-da-benn ar gourc’hemen da garet Doue, ne d-euz nemet Jezus-Krist,

den ha Doue, hag ive ar Werc’hez Vari,

12