Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —

evit savetei an dud ? » Ar zonj ouz a boaniou Jezus a ro nerz d’ar zent da c’houzanv ho foaniou. Grek sant Eleazar a c’houlennaz out-han penaos e c’helle gouzanv ken didrouz ha ma Pea ar c’homzou fall a glève gant he vevellien ? Ar zant a lavaraz d’ezhi : « Sellet a ran oc’h ar groaz hag e welan dre-z-hi ne d-eo netra ar pez a c’houzanvan e-skoaz ar poaniou en deuz bet va Zalver evid-oun, ha dre ma sellan evel-se oc’h Jezus, e teu d’in nerz da c’houzanv pep tra hep klemm. » Beza paour ha disprizet, kaout poan hag enkrez, setu an traou a bella dioc’h Doue an eneou ne garont ket anezhan. Evit eun ene hag a zo beo karantez Doue enn-han, an ene-ze a gav tro-vad, dre ar poaniou, da garet Doue muioc’h-mui ha da gaout mad he garantez. Tan flamm ar gwir garantez a gresk enn eur galoun ha ne gar nemet Doue, seul-vui ma vez braz he dismeganz, he dienez, he enkrez hag he foan, ha seul-vui ive ma teuont aliez da c’hwaska stard war-n-ezhi.

17. — Ha perak, a lavaro kalz a dud, perak e tigas an Aotrou-Doue d’e-omp kemend-all a groasiou hag a boan ? Perak e kav gwelet hor gwall-gas, hon disprizout hag hon eskina gant an dud ? Hag hevel e ve Doue ouz eun tirant kriz ne gar nemet gwelet ac’hanomp o kaout poan ? Nan, nan, Doue ne d-eo ket didruez na kriz, hag hor c’haret en deuz bete mervel evid-omp ; ma kar eta gwelet ac’hanomp o kaout poan, evit hor mad eo, rak seul-vui a boan hon devezo war an douar, seul-vihanoc’h ive e vezo ar poaniou a c’houzanvimp or bed