Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

hen dalc’haz evit en em zizoania, pa zirollje war-n-ezhan an enkrez vraz a ioa lavaret.

16. — Dudi ar zent a zo klèvet drouk-komzou ha beza gwall-gaset. Tregont vloaz a ioa ma ’z edo sant Neri e Roum o c’houzanv e ti sant Jerom a hep seurt dismeganz a berz darn euz a dud an ti, hag evelato ne vije ket eat birviken dre ’n abek-ze ac’hano da di-bedi an iliz nèvez, e leac’h ma ’z edo he ziskiblien a falveze d’ezho he gaout, panevet ma voa bet red d’ezhan senti oc’h gourc’hemen an Tad Santel ar Pap. Sant Iann ar Groaz evit fsench ear ha terri nerz ar c’hlenved a lakeaz anezhan da vervel, e leac’h mont da eur gouent a vije bet mad evit-han, hag el leac’h ma voa eun tad-priol a gare kalz anezhan, a gavaz gwell mont da eur gouent all a ioa paour ; an tad-priol euz ar gouent-ze a gave fall pep tra a rea, hag e-pad pell amzer, ha ken a voe tost da vervel, e voe eno disprizet ha gwall-gaset, bete ma voe miret zo-ken oc’h ar breudeur all da zont d’he welet. Ar zent holl a glask e vent. disprizet. Santez Thereza a lavare : « An hini en deuz c’hoant da vont d’ar zantèlez, ne dle ket lavaret : heb abek eo e rear gaou ouz-in, rak diez eo pignat d’ar zantèlez, pa ne fell ket d’an den dougenn kroaz all e-bed nemet an hini a zibab hag a gav eaz. » Sant Per, merzer, dastumet er vac’h, a glemme o lavaret ez edo eno heb abek hag heb n’en devoa great droug e-bed. Jezus-Krist a lavaraz d’ezhan : « Pe seurt droug am boa-me great, me a zo bet staget oc’h ar groaz ha lakeat d’ar maro