Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

all evit hor pèc’hejou ; bez’ e fell da Zoue e vemp distag dioc’h dudiou ar bed ; hevel eo oc’h eur vamm a fell d’ezhi dizouna he bugel hag a laka eun dra c’houero-bennag war boull he c’haloun evit miret out-han da zena. Evel-se ive a ra an Aotrou-Doue enn hor c’hever, evit ma c’hellimp diskouez d’ezhan hor c’harantez, evit ma c’houzanvimp ar poaniou a zigas d’e-omp hep klemm morse, hag evit ma tastumimp, dre ar poaniou-ze, enn tenzor braz a c’hrasou hag a c’hloar enn nev ; Setu perak, kristenien, e kar an Aotrou-Doue, dre garantez ouz-hoc’h, gwelet ac’hanoc’h o kaout poan er bed-man.

18. — Evit lavaret berr, setu ama petra eo : evit choum hep klemm morse e kreiz an enkrez hag ar poaniou, ez eo red d’an den kredi e teuont d’ezhan digant Doue pe digant an dud a berz Doue. Dre-ze ez eo red, pa deu poan hag anken da staga ouz-omp, trugarekaat an Aotrou-Doue ha kemeret anezho a-greiz hor c’haloun, pa ’z eo evit hor brasa mad ar pez a blij gant an nev digas d’eomp. Poan pe blijadur n’euz forz ! Trei a reont holl da vad d’ar re ho deuz karantez ouz Doue ? Hon holl boaniou er bed-man, mar karfemp sellet piz, a zo skanv ha nebeud a dra, e-skoaz poaniou an Ifern ; eno e vijemp brema, siouaz ! m’en divije an Aotrou-Doue skoet dioc’h-tu evit hor pec’hejou. Gwella zo eta da ober, evit gouzanv hep klemm pep poan a c’hoarvez gan-e-omp, gwella zo eo pedi gant eur galoun anaoudek. Ar c’hras a zo oc’h heul ar beden a roio d’e-omp an nerz