Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

oc’h ho zad-kovesour, ha talvoudek braz e ve d’ho ene heuilla, e pep tra, ar gourc’hemen hag an aliou mad a vez roet d’ezho e kador ar binijen ; oc’h ober kement-se e raint pep tra evit ho brasa mad. Sant Filip Neri a lavare : « Ar re a fell d’ezho kerzet ha bale skanv gant hent an nev, a dle kaout fisianz enn enn tad-kovesour mad ha senti out-han evel oc’h Doue he-unan. » Mar greont kement-se, ne vezo ket diez d’ezho displega ho c’houstianz d’an Aotrou-Doue, pa vezo red d’ezho mervel. Red eo kredi an tad-kovesour, rak an Aotrou-Doue a viro out-han da fazia enn hor c’hever. Ne d-euz netra hag a lakafe an droug-spered ken abaf enn he droidellou, evel heuilla, evit ar mad, kelenn tad an ene hag ober hervez ma fell d’ezhan. A hent all, ne d-euz ive netra gwasoc’h eget na d-eo en em ren an-unan. Sant Fransèz a Zal, o komz diwar-benn tad an ene, a lavar : « Evit bale rag-êeun enn hent an nev, ne d-euz gwelloc’h all da rei eget kelenn ar gristenien da zelaou mad ho zad-kovesour, ha da ober evel a lavaro d’ezho. » — « Klaskit el leac’h ma karoc’h, eme an tad Avila, birviken ne anavezoc’h kerkoulz ar pez a fell da Zoue a rafac’h, evel mac’h anavezoc’h o senti gant eur galoun izel. » Dre an hent-se, a lavar an holl dud a skiant d’e-omp da heuilla, ho deuz kerzet ar zent enn hor raok. Ar gentel-ze a zo roet d’e-omp c’hoaz gant sant Bernard, sant Bernardin a Zien, sant Antonin, sant Iann ar Groaz, santez Thereza, Jerson hag an

holl dud gwisiek e lezen Doue. Sant Iann ar

10*