Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

Groaz a lavar zo-ken ez eo tost da ziskredi euz ar feiz nep ne ra ket ar pez a lavar he dad-kovesour d’ezhan, hag ema enn ene an den paour-ze an ourgouill o vouga ar feiz. Etouez lavariou kaer sant Fransèz a Zal, an daou-man warlerc’h a zo mad da denna a boan ar re a zo re dost d’ho c’houstianz, pe a zo nec’het diwar-benn eun dra bennag a zell oc’h ar feiz. « Da genta, eme ar zant-se, biskoaz den e-bed ne d’eo bet eat da goll o senti a wir galoun ; d’an eil, pa lavar eun tad-kovesour da eun ene ema war an hent mad, a zo a-walc’h d’ezhan, hep n’en deuz izomm mui da glask gouzout penaos hag e pe zoare. » Kalz a deolojianed, me lavar tud santel ha gwisiek e komzou hag e lezennou Doue, ho deuz lavaret ez eo red ha red mad d’ar re skrupuluz mont a e-nep d’an nec’h ho deuz gant aoun na rafe, gweach a vez, gaou oc’h ho ene hag oc’h ho c’horf, evel ma ve o lakaat anezho da goll ho skiant pe ho iec’hed. Ar re eta a zo aounik a goustianz a dle krena kentoc’h pa ne zentont ket oc’h ho zad-kovesour. Evit peur-lavaret, setu ama warlerc’h e petra ema santelez an den : da genta, en em zilèzel he-unan a galoun hag a spered ; d’an eil, ober e pep leac’h hag e pep tra ar pez a fell da Zoue ; d’an trede, pedi hep paouez an Aotrou-Doue da rei d’e-omp an nerz da gas da benn an daou labour-ze, a zo digoret gan-e-omp hag hor beuz lavaret a raimp.