Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —


8. — Ar profed Jeremiaz a lavar ez eo an Aotrou-Doue mad-meurbed e-kever an hini a glask anezhan, da lavaret eo, e-kever an hini ne glask nemet Doue hep-ken. Hag hen a zo eur c’holl mad ha kaer, koll madou an douar, madou ha ne d-int ket evit karga an ene, madou hag a dremen ker buan, evit gounit eur mad dreist pep mad, eur mad hag a bado da viken, evit gounit Doue ! Eun den braz ha galloudek e-touez an dud a en em gavaz eun dervez enn eur c’hoad gant eur manac’h a iea he-unan, pleget gant-han he benn war-zu an douar. Goulenn a reaz oud ar manac’h petra a glaske ha da he-leac’h ez ea. « Ha c’houi, Aotrou, eme an den santel, petra a rit-hu dre ama ? — Me a zo o klask loened gouez, eme an Aotrou. — Ha me a glask Doue, eme ar manac’h, o vont gant he hent. » Evel ar manac’h-man, ar pez a dlefemp da ober epad hor buez eo klask Doue hep-ken evit he garet hag ober hervez ma kar, goude beza bannet karantez ar bed er meaz euz hor c’haloun. Pa droomp war-zu ar bed hag he vadou, lavaromp enn-omp hon-unan : petra eo kargou hag enoriou ar bed-man nemed fank ha moged, a vez dizèc’het ha skubet holl gant ar maro. Euruz eo an den a zo evit lavaret : Jezus-Krist, va Zalver ha va Aotrou, gant joa ouz-hoc’h em beuz dilezet pep tra ; c’houi hep-ken a garan, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun.

9. — Pa vez karantez Doue e-kreiz eun ene, anezhan he-unan ha dre nerz ar c’hras e