Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —

tilez an holl draou a vir out-han da veza holl da Zoue. Sant Fransez a Zal a lavare : « Pa vez an tan-gwall krog enn tu-bennag, e vez stlapet an arrebeuri er meaz dre ar prenestr evit diskouez pa vez eun ene en em roet da Zoue, hep na ve ezomm e ve kelennet gant den, an ene-ze ive a gas diout-han pep karantez ouz ar bed. An tad Segneri, an hini iaouank, a lavare e lame karantez Doue pep tra digan-e-omp evit hor lakaat da veza perc’hen da Zoue hep-ken. Eun den pinvidik braz en devoa dilezet he holl vadou hag o veza eat da baour anezhan he-unan, dre garantez ouz Doue, unan euz he vignouned a c’houlennaz out-han petra voa d’ezhan beza eat da baour evel-se ? Setu, eme-z-han, o tenna levr an Aviel euz he c’hodel, setu an hini en deuz lamet va madou digan-en. Pa dro eun ene da garet Doue, neuze e ra fae war bep tra : war ar madou, ar plijaduriou, an enoriou ha war gurunennou ar rouanez zo-ken ; ne fell d’ezhan kaout netra nemet Doue, lavaret a ra hep paouez : va Doue, c’houi eo a zivizan kaout ha netra ken. Sant Fransez a Zal a lavare e kase gwir garantez Doue da netra kement ne d-eo ket Doue eo, evit teuzi anezho enn eur garantez hep-mui-ken ; rak kement tra a rear dre garantez ouz Doue, kement-se holl a zo neuze karantez.

10. — Karantez Doue, pa grog enn eur galoun, a vesv anezhi enn eun doare ma vez ankounac’heat ganthi kement tra a zo krouet.

Eun den mèzo a zo evel ma ve maro : ne wel,

8*