Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

ger, gwelloc’h oc’h d’in eget kement tra ne d-eo ket c’houi eo, o va Doue, kement-se holl ne d-eo a-walc’h ; c’houi eo a fell d’in da gaout ha netra ken.

7. — Dioc’h-tu ma vez eat euz ar galoun kement tra a zo krouet, dioc’h-tu karantez Doue a ia ebarz ; santez Thereza a lavare : « Pellait dioc’h ho taoulagad ar pez a zo noazuz, ha rak-tal hoc’h ene a droio war-zu Doue d’he garet. « Eur wirionez eo ne d-eo an ene evit beva hep karet ; red eo d’ezhan karet Doue pe ar grouadurien ; rak-se eta, ma ne gar ket an traou krouet, e karo he Grouer a-vad. Evit lavaret berr, red eo dilèzel kement-so evit gounit pep tra. Epad ma karaz santez Thereza unan euz he c’herent-nez, no we ket holl da Zoue, hogen pa voe en em zistaget mad dioc’h ar garantez-se, neuze e voe kavet mad gant Jezus-Krist, a lavaraz d’ezhi : « Brema, Thereza, brema ez oc’h d’in holl, ha me a zo d’e-hoc’h. » Re-nebeud a dra eo eur galoun evit karet evel ma ’z eo dleet eun Doue ker mad ha ker karantezuz, eun Doue hag a dlefe beza karet hep ment e-bed ha dreist kement-so ; hag e falvesfe d’e-omp c’hoaz ranna hor c’haloun etre-z-han hag etre an traou krouet ? An tad Loiz Dupont en devoa mez o lavaret da Zoue : « Aotrou, me ho kar dreist kement-so, muioc’h eget ar madou, an enoriou, muioc’h eget va c’herent ha va mignouned, » o veza ma kave d’ezhan klèvet neuze : « Aotrou, me ho kar muioc"h eget ar fank, an teil hag amprefaned an douar. »