Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

a ioa de ut d’he welet hag a lavare d’ezhan traou kaer, o kredi e voa eur zant hag eun den gwi­siek braz. An tad Avila neuze, enn eur dreï out­-han, a lavaraz : « Me ho ped, va zad, pedit Doue evit va ene, pedit evel ma ven eun torfe­dour braz a zo barnet d’ar maro. rak ne d-oun netra ken. » Setu petra eo ar zent hed ho buez hag ive pa varvont.

5. — Evel a ra ar zent a dleomp ive da ober, mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, mar fell d’e-omp en em zavetei. Na lakeomp ket eta hor fisianz nemet e Doue hep-ken. Gant ourgouill enn he galoun, an den en deuz fisianz enn he nerz he-unan, ha neuze e tistag gwall lammou diout-han. An hini a-vad a zo izel he galoun, o veza n’en deuz ken fisianz nemet e Doue, ha pa deufe neuze d’ezhan ar gwasa temptasionou, a zalc’h penn out-ho ha ne gouez morse. Lavaret a ra : bez’ e c’hellann pep tra dre an Hini a ro nerz d’in. An droug-spered a ra d’e-omp fisiout pe disfisiout ac’hanomp hon-unan, pa lavar ez eo arabad d’e-omp kaout aoun da goueza. Neuze eo e tleomp krena muia, rak mar paouez eun tamm an Aotrou-Doue da rei he c’hras d’e-omp, neuze, siouaz ! omp kollet evit mad. Mar teu an droug­-spered da lakaat ac’hanomp da goll fisianz, savomp hon daoulagad war-zu an nev, ha lavaromp gant eur fisianz ar vrasa : « Va Doue, enn-hoc’h erna va holl fisianz, ne vezin ket diskaret ha ne gollin ket ho kras da-vi­ken. » Gant disfizianz ac’hanomp hon-unan,

e tleomp beteg hon huanad divèza kaout fisianz

7*