Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

Aotrou-Doue dre he hano, hag e-leac’h lavaret : « Va Doue », e lavare : « Va c’hrouer, bezit trouez ouz-in. » Sant Jerom, an doktor braz, a lavar e welaz eun tron kaer savet er baradoz da lakaat ar zantez-se, evit ma voa bet ken izel he c’haloun. Pe deveze santez Mac’harid a Gorton eur c’hras vraz-bennag digant Doue, e lavare : « Va Aotrou, penaos ho peuz-hu ankou­nac’heat petra oun-me bet ; hag evel-hen eo ec’h anavezit kemend-all a bèc’hejou am beuz great a-enep d’e-hoc’h  ? » An Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi ec’h ankounac’ha a-grenn an holl bèc’hejou tremenet, hervez komzou ar Profet Izaï, pa deu da veza karet gant eun ene a zo gwir glac’haret. Goude-ze e tiskouezaz d’ar zantez-man an tron en devoa savet d’ezhi enn nev e-touez an arc’hèlez. Anavezomp eta peger mad eo eur galoun izel dirak Doue, gwelloc’h eo eget kaout holl binvidigesiou an douar.

4. — « Na gredit ket e vec’h eat lark gant an hent mad ha santel, eme zantez Thereza, ma na gredit ket ez oc’h ar gwasa pèc’her hag an den falla a zo war an douar, ha ma n’ho peuz ket a c’hoant e vec’h lakeat warlerc’h an divèza anezho. » Ne voa ket a-walc’h d’ar zan­tez-man lavaret an dra-ze, ober a rea evel a lavare, hag an holl zent evel-d-hi. Sant Fransèz Asiz, santez Mari Madalen a Bazzi hag ar re all a grede, e gwirionez, e voant ar gwasa pèc’herien a ioa, souezet ha mantret e voant o welet ne zigore ket an douar da lounka anezho. An tad Iann Avila, goude ma voa bet santel a-vihanik, a ioa o vont da vervel. Eur beleg