Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

e Doue hep-ken, enn eur bedi anezhan evit ma vezimp atao izel a galoun.

6. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve izel hor c’haloun hag e kredfemp ne d-omp netra nemet distervez : « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme Thomaz-a-Kempiz, a ra fae anezhan he-unan, hag en deuz c’hoant e ve ive disprizet gant ar re all. » Setu penaos e fell da Jezus e vemp, hervez ma ’z eo bet he-unan. « Deskit gan-en, eme-z-han, ez oun hegarad hag izel a galoun. » Ah hini a lavar ez eo ar brasa pec’her a zo er bed, hag a ia droug enn-han pa vez disprizet, hen-nez a ziskouez ez eo izel war he lavar hep-ken hag ez eo huel he galoun. Sant Thomaz-Akin a lavar : « An hini ne gar ket beza disprizet, ha pa rafe burzudou ar re vrasa, a zo c’hoaz eur pennad mad a vale dioc’h hent ar zantèlez. » Ar Werc’hez Vari e devoa kaset sant Ignaz da gelenn santez Mari Madalen a Bazzi, diwar-benn ar galoun izel, ha setu petra a lavaraz ar zant d’ezhi : « Ar galoun izel a vez laouen gant kement tra a c’hell lakaat anezhi da veza disprizet. » Taolit evez oc’h ar ger-ze laouen, rak mar d-eo eur boan d’ar c’hik beza disprizet, an dispris-se a dle lakaat hon ene hag hor spered laouen hag euruz.

7. — Ha penaos e c’hell eun den hag a gar Jezus-Krist gwelet ar poaniou hag an dismeganz en deuz bet, ha choum evelato hep karet ar poaniou hag an dismeganz ? Evit deski d’e-omp beza izel a galoun eo ez eo bet falvezet gant Jezus e vije lakeat war an aoteriou