Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz
(Kendalc’h)
————


O lezel war ho lerc’h merkou war beb tachen
O doa kavet e Breiz paotred d’ho diarben.
Na piou oant ? Kerneviz marvet gwitibunan
Heb beza gweach ebed argilet en emgan.

Mikeal Marion hepken en doe al levenez
Da welet kear Naoned tennet euz he enkrez
Da welet ziabell ar C’hallaoued direiz
Dre ’r riboulou a gavent o tec’het euz a Vreiz.

Da welet Breiz e vro tennet er meaz a gaon
Pa ’z eaz e ene kaër a nij eeun d’an Neon.
O kredi, (na perag ?) dre e daol burzuduz
Ec’h helje war e lerc’h Breiziz beza eüruz.

Ar greden-ze en doa frealzet e galon,
E varvaz laouennoc’h evit e vro Marion
Koulskoude ouie mad e leze war e lerc’h
Eur verc’h keaz a garie, heb skoazel nag he berc’h.

Eur werc’h ne divije eleac’h e holl zanvez
Kaset gantan d’ar bern nemet poan hag enkrez.
N’en doa ket marc’hateat da rei e c’hoad, e vuez
Evit e vro karet, evit an duk Fransez.

N’oa ket choumet war vor evit boulc’ha, koaza,
Frita e holl vadou bete ’n tam diveza
Da sterna, da veva, da baëa Kerneviz
Eat d’e eul da Naoned da vervel evit Breiz.

Ha ne dle ket beza gant Breiziz holl meulet
Eun taol a zo ker kaër na ve kaëroc’h kavet ?
Eur guchen vihan a dud, hogen braz a galoun
O vont euz a Gemper hep kaout morc’hed nag aoun

Euz o enebourien ; goude gwitibunan
En eur drec’hi bemdez, o vervel en emgan
Kerneviz o stourmi eneb ar C’hallaoued
A dal an tri c’hant Spart ken brudet dre ar bed.