Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —


Her c’hlevet en eun taol gant eun dourni ifern
O pilad dirazan Gallaoued bern war vern.

Bepred er renk kenta Mikeal hag e vanden
E peb leac’h a veze o stourm, o terc’hel penn
O rei beac’h, o starda, o waska, da vervel
Hag o klask d’an alar e ero dibeskel.

Tizet en e galoun pa goueze eur Breizad
Kerneviz e kounnar a zaille a vagad
A flastre, a vuntre ouspen kant en e leac’h
War gein ar C’hallaoued e veze neuze beac’h.

Pep krogad e tizent, bemdez o deze lamm
Pa velet Kerneviz nep na veze ket kamm
Ma n’em deveze c’hoant da c’hounit re e gerc’h
A dec’he, a rede, hep sellet war e lerc’h.

Ar C’hallaoued n’hellent en en voaza diouto ;
Al lestr a gasaz di Kerneviz ouz o bro
Ho skoaziaz dioc’h e du, a falc’haz hed-da-hed
Gant e voulou kanol renkajou Gallaoued,

Ken a oe war an dour evel eur zil toullet
E-kreiz sked ha moged bete ’r zol goueledet.
O welet ne harzent, e skuizaz tud Bro-C’hall.
E penn e Gerneviz ’vel e batron gwechall

Arc’hel braz an Nenvou gant e gleze skeduz
Araok an elez vad chomet e ti Jezuz
A strinkaz en Ifern an holl zrouk-sperejou
En em zavet dre rok a-eneb o Aotrou,

Mikeal euz a Gemper a gasaz dioc’h Naoned
Ar strollad tud estren o doa hi gourizet.
Dioc’h Naoned ez ejont bronduet, goloet a vez
Evel gedoun aounik d’ar red, eur mintinvez.

(Da heuil.)

Gab MILIN.