Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —



Da veza dalc’het penn beteg an diveza
Oc’h eur mor a wazed dirollet d’ho laza.
Breiziz a ziskennaz bemdez war ar braden,
Ar Sparted a stourmaz diwar gern eun dorgen.

Ar re ma oe tri c’hant ha Breiziz c’houec’h ugent
Ar re ma oe trec’het, hor c’henvroiz ne oent.
Kerkoulz a Leonidaz oa Marion, ma n’oa gwell
Hennez a oa Roue ha ganet a ouen huel.

Heman evel Kunvall, bourc’hiz mad ha dister,
Eleac’h choum en e gear pa c’helle dibreder,
A roaz korf ha madou d’e vro, d’e vestr karet
Hep klask sked na gedal beza gant den meulet !

Abaoue ma zeo maro, ankounac’het siouaz,
N’en deuz bet brud ebed bete brema biskoaz,
Koulskoude ez eo mall lakat da dregerni
An henkleo dre Vreiz holl, dre Gerne, d’e veuli.

Ha dre Gemper ivez, eno eo bet ganet
An den ma kalounek a zigelc’haz Naoned.
Ma vije va mouez kre, (siouaz d’in eo toc’hor),
E pep korn euz a Vreiz, er menez, en arvor,

Ec’h embanfen d’an holl hano Mikeal Marion
En eur lavaret huel : evel hema gwirion
Breiziz karomp hon Bro, marvomp kent he dinac’h
Ne deuz he fav er bed, e Bro-C’hall, e nep leac’h.

Hogen pa ne hellan he veuli ’vel m’eo red
Pa n’oun nemed henkleo eur Breizad a spered
Ra zeuio war va lerc’h eun den a skiant gwiziek
Da zevel bet en oabr hor c’henvroad kalonek.

D’hen rei d’an holl da skouer hen hag e Gerneviz.
Oc’h ober o skeuden da dol eur sked war Breiz,
Heb tenna warnezhi drou-ranz ar C’hallaoued,
Oc’h pere pell amzer hon euz bet enebet.

Brema, an holl her goar, omp amezeien vad
Daoust m’ho deuz hon gwasket. Er bed netra ne bad.
Pep tra deu d’he amzer evel m’em euz laret
An hanv goude ar goanv, goude klenved iec’hed.
Hag ar maro war lerc’h, da grenna, da derri.
Liammou fall ha mad, mignounach, kasouni.

GAB MILIN.