Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —


Brema Breiziz, Galliz, Saozon ha Gallaoued
A lakei da gila kement pobl zo er bed.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dre ar pez zo laret, c’heller gwelet er vad
Breiziz zo kalonek e peb oad, e peb stad,
Kalonou dirennet oc’h o enebourien,
N’euz ket gwell eget-o d’o madoberourien.
Ne ankounac’hont ket nag an droug nag ar vad,
E peb lec’h, e peb bro hag ivez e peb stad,
A dost evel a bell, kerent ha mignoned
Evel bara gwiniz a zo ganto karet.

(Da heuil.)

Gab MILIN.