Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz
(Kendalc’h)
————


Gwechall ar varc’heien goude en em ganna
A veze ’n o buez ar vignoned vrasa
Evelse eo breman Saozon ha Gallaoued,
Gwechall enebourien, ha hirio unanet
Brema holl barz ar peoc’h n’em garimp da viken,
Eveld’o, ni Breiziz a daolo ’uz d’hor penn

Hon droug, hon c’hasoni, mar roont d’eomp o ger
Ar Saozon, da grenna an holl bennaskou berr
A wask stard war gouzouk hon breudeur euz a C’hall [1]
A-nez, draill ha brezel d’ezo evel gwechall.
Ar Galliz a zo d’eomp kerent tost mignoned,
O gouen zo hon hini, o gwad ennomp a red.

Ni zo skourrou skignet a-bell dioc’h ar Wezen,
Mez ar Galliz a zo ar c’hef, ar penn-grizien.
Ar skourrou, ar griziou, gant ar c’horf zo unan,
P’eo bihan ar wezen pe hi a zo ledan,
Pa zeu eur barr-avel da heja ar brankou
Ha da derri eur skour, e kren kof ha griziou,

Ha pa sko ar vouc’hal da droc’ha ar c’hrizien
E weler oc’h heja korf ha bek ar wezen
Evelse, hed eur wech, eo bet Breiziz Galled,
A viskoaz da vrema o deuz en em garet
Daoust m’edont e Bro Saoz peotramant e Breiz
Ez euz bet etrezomp bepred karantez, feiz.

Ar feiz, ar garantez, a lam dreist ar mor doun
Treuzi reont arbed evit kaout o mignoun.
Da heul eur gwir vignoun ’ia eur galon dener
Buanoc’h ’ged an deiz e red skanv ha lijer ;
Heb ehana, noz deiz, ez a dreist ar c’hoummou.
Heb skuiza, sao uhel dreist an holl veneziou,

Dre an tan hag an dour, e-eneb peb avel
E nij d’e gaout atao dre nerz he diouaskel.
Evid treuzi ar mor, an douar, an nenvou,
Ar sperejou hepken a heuil ar galonou.
Dreizo, Breiziz-Galliz a en em wel bemdez.
En em skoazia reont beb eil dre o enkrez,

Pa n’ellont a-hend-all dond d’en em gennerzi
Na lakat etrezo ar mor da zizec’hi.
Kentoc’h e tizec’ho, daoust m’eo ledan ha doun
Eged euz ar Galliz e kollfe Breiziz koun.
Pa welemp hualet hor breudeur vel chatal,
Taolet ha distaolet evel m’oamp bet gwechall

E taolemp dreist ar mor mil malloz d’ar Saozon
Dic’halloud d’o harpa e ranne hor c’halon.
Brema hon euz fizianz pa ’zint hor mignouned.
Ha d’ezo trugarez evidoc’h holl Galled

  1. pays de Galles