Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz
(Kendalc’h)
————

Ne d’eo laret nebeut, dibaot Breizad mar gell
Diwar eur gachen wenn diskolpa eur bastel
Ne vo lent d’he boulc’ha. Koulskoude euz aleiz
A c’helfe kaout bemdez bara gwiniz e Breiz
Ober fest ha larjez evel meur a hini
Hag a zo gwell ganto (ne d’eo dre bizoni).

Beva e c’hiz ho stad gant bara torz zo c’houek.
Ne gredan e ve leac’h da gaout abek
Ho meuli a dlefed hag ouspen e kav d’in
An holl lipouzerez, ar bara gwen, ar gwin
Eleac’h starda ’r galon a zeu d’he dinerza
Da lakaat bout tener hag aliez da zempla.

Mad int evit maga gragez hag aotrouien
A zo skanv o labour hogen an dieien
O ruilla mein ha douar, o palat oc’h arat
O falc’hat, o vedi, o tourna, o varrat
Oc’h o labour pouner ne oufent ket herzel
Eleac’h beza fetiz ma ve bling o zinel.

Kalz a dud a lavar bara Breiz a zo
Brennek hir, koloek ha d’ar gouzouk garo.
Brennek eo ha dinaoun mad ouspenn da garga
Gouzougou int stambouc’h neuz ezom da skarza.
Mar d’eo stard d’ar genou ez eo c’houek d’ar galoun
Neuz bara fall ebet d’eun den iac’h en deuz naoun.

Er c’heriou gant avel m’eo mad da dieien
Ar bara stoufaillek a ra ar fournerien
Re skanv eo evito, ne stag ket oc’h o staon
Ne ket founnuz awalc’h abred e za d’an traon
An dieien e Breiz estr eget o bara
Gant pehini heb kelen hellont en em vaga.

O devez en o douar, en arvor, er menez,
Gwiniz, segal, heiz, kerc’h, gwiniz-du, patatez
Gant pere e reont holl krampoez, farz, iod, souben,
Gwella traou a gafed da gennerzi an den
Pa gar oc’h al labour e tigor ar galoun
E vez red kaout boued stard da zerc’hel an den soun

Aliez e meuz klevet nosped tiek o laret
N’euz par da voued fetiz pa labourer kalet
C’houezek aleiz he gor en eur zac’h ler avel
Pe ma hen c’havet reud kargit hen bar abel.
Ha pa vezo leun kouch stardit ar c’hourizen
Ken ma vo bouroumoc’h eget eur wadegen