Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —



Setu war peb tachen penaoz Breiziz gwechall
A bile ’vel ar glao enebourien Bro-C’hall,
O falc’he a dro hir evel strêva gouzer
A c’hardenner a-hed da vreina gant ar c’houer,
Piou az afe a-benn da zonet d’o zamall
Estr eget-ho e Breiz euz bet kant ha kant all.

En o raok, var o lerc’h, paotred stard ha kaled
A c’hoad iac’h ha nerzuz, a staon du ket dantet,
Killeien heb o far hag a oa lemm o bek
Chas hag a groge iud pa c’hellent tapout pek,
Meot euz ar re wella a gafed en dachen
Da gemeret o lans da deurka peb taol-penn.

Prest a ve o c’herniel pa ziskrogont o dent
Neuze ve mall skrabat ha skei mibin en hent.
Anez e welet prim, kik kroc’hen ha pastell,
Ar gwad o tistrinka hag an dud o vervel !
Gant Breiziz eo gwelloc’h kant gweach beza lazet
Eget ruzia war zouar, o veza bet trec’het.

Biskoaz n’euz bet gwelet eur Breizad o kila
Gwelet int-bet maro o chom sonn en o za,
O lakat da grena c’hoaz o enebourien
Dirag an holl heb aoun, Breiziz savit ho penn.

Gwelet euz bet eur gear (tra dibaot c’hoarvezet
Gant hon breur Duguesklin epad e vuez trec’het)
E tigerri he dor d’ezan pa oa maro !
En e raok, evel d’an Breizad stard ha garo,
Arzur a Richemond, koulz marc’hek ha hini
A zo red da henvel hag ive da veuli.

Livirit d’eomp, Saozon, n’hen anavezit ket ?
Oc’h heul ar verc’h Janned n’hoc’h euz hen ket gwelet ?
O tiwall anezhi, henvel oc’h eun eal mad
Oc’h hi skoazia bepred, o terc’hel, o pilat,
O tistrei divarnhi dremmou ho klezeier
A dorre, p’o zize, evel bruzuna gwer.

E peb leac’h e veze bepred er penn kenta,
Evel eun orz o skei, ha peb taol o toulla
Renkou stank ar Saozon a goueze en e raok
Evel delliou melen dre an avel a stok.
Ma vije bet eno p’oa kemeret Janned,
Saozon, c’houi ho pije anezhi diskroget.

E pep kear e Bro G’hall hag en holl galonou
Estr eget en he bro sever d’ei skeudennou.
Pell goude Dugesklin, Corret ar grenader
Ganet en Keraez, marvet en hon amzer
A oa Breizad ivez, den a skiant kalonek,
Ken gwest en emgannou, hag eur iez brezonnek

Koulz oa da doulla don bete grisiou eur iez
Evel m’oa da bignat war gern uhel eur menez !
Dreist ar vein, ar reier, e save e vaniel
A-benn d’an holl stourmou a enep an avel
E chache war e lerc’h, tud, kezek, kanolliou,
Eleac’h ia an éred da ober o neiziou.