Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —


Meuleudi Breiz ha Breiziz
(Kendalc’h)
————


En deiz ma oe d’ezo bruzunet o eskern,
Daoust ma oan tud garo, o zregont bern war vern
E oan stlapet eno. — Etouez eur bodad gwez
D’an holl dremenidi gant lorc’h ni c’hell diskuez
A-dost da Josselin e kever Ploërmel
Hanoiou hon c’henvroiz. Neb a oar lenn, a wel.

O zregont int merket war eur mean marmor kaër
Hag evel en emgan ar marc’hek Beaumaner
A zo er penn kenta. Kanomp o meuleudi
Ha re kement Breizad o deuz, en hon Bro-ni,
E Bro C’hall, e pep leac’h, hirio, e peb amzer
Diskouezet skler d’an holl eo hon taliou pounner.

Ouzomp piou a harzfe ? — Ha n’oant ket euz a Vreiz
Klisson ha Duguesclin ? O daou evel daou vleiz
Skigne spont hag enkrez en eur vanden denved
O lekent da dec’het en o raok p’o gwelet,
O klevet o hano, ar c’heriou a grene
Evel gedon lijer ar Saozon a rede.

Ne veze en ebad nep a stoke outo.
Ha lavaret c’helle : Deomp, tec’homp affo !
Gant drem o c’hlezeier evel gant morzoliou
E traillent ar pennou, o faoutent hed a hed
Evel gant eur falz lemm e vez kaol dibennet.

Sellit ha c’houi a wel a-hont daou daro gouez
O terri krenn o nask, o tilammet er mez
Kounaret o vresa, o ranna dirazo
Gant o c’herniel spontus kement a zo en dro.
Eveldo hi ho daou pa dizont ar Saozon
A sko a gleiz a zeou, a nerz o c’horf ha sonn,

A ruill an dud war vern ; tro war dro na weler
Nemed tan ruz ha gwad ; a bep tu ne glever
Nemed trouz an taoliou, kri-forz, huanadou
A voug krenn er gouzouk. Ganto falc’h an ankou,
Kemend ’zo e flastront a sklapont a c’hrac’hel
Evel skourrou torret gant eur barrad avel.