Pajenn:Milin - Meuleudi Breiz ha Breiziz - Ar Vro, 1909.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —



Evel eun taol kurun goude prim hen klevet
En tu all d’ar menez en eur strinka luc’hed
O krozal, o strakal, o tisken d’an daou-lamm
O flastra en e raok, o terri e mil dam
Kemend a stourm outan evel eur roc’h a bez
Diskolpet a disharp goude koll e c’hompez,

A loc’h an, em zibrad, a horjel war he c’hern
En em laosk da goueza gant strons ha gant tregern
A stok, a lamm, a ruill, a red dre an dorgen
A ia vel ar gurun da goueza en doullen
O lezel war e lerc’h tan ruz, gwad ha ludu
Evelse eo Auvergn, pa zisken war e du.

E pigos hag e pil war an enebourien
A gouez en dro d’ezan vel grizil en dachen
An hini c’hell tec’het a skrab en eur iudal,
E gleze hirr a diz hag a flem kevatal
An tan foultr ne fraill ket buannoc’h er wabren
Eget na doull a benn eskern, kik ha kroc’hen.

Dirazan e kizer stard ha c’houek a galon.
O tistrei d’an emgan eo bet gwelet heb aoun
O sevel, o samma, o tougen war e gein
E vignon diskaret dre ar gwad hag ar vein
O tiredek gantan heb beza bet tizet
Gant eun den gallouduz oe d’ezan kinniget

Eun devez eur garg vraz, madou ; pe tra ober ?
Auvergn ne c’houlennaz nemed eur boutou ler.
Kement tra en devoa a oa d’e vignoned
D’e gerent, d’an estren, dreist-holl d’ar zoudarded
Kalz e kave gwelloc’h kaout diouer e-unan
Eget gwelet eun dorn o vont goullo dioutan.

Pa n’helle roi netra da neb a c’houlenne
Nag ober vad ebed e galon a ranne.
Eun dervez a oe bet eur mignon glac’haret
O rankout dilezel e vab muia karet
Da vont d’ar vuntrerez ’vel e vugale all,
He oa bet lazet holl en eur skoazia Bro-C’hall.

Auvergn a lavaraz : Mignon, sec’h da zaëlou
N’oun ket re goz, me gred, evit dougen armou
Me ielo en e leac’h. Hag evelse reaz
D’an oad a seiz blavez ouspenn hanter kant vloaz.
Raok kuitaat e vro, vel eur zoudard dister
E oe great euz Bro-C’hall ar C’henta Grenader.

Eur c’hleze a enor oe d’ezan digaset
Ganthi ez eaz raktal, neuze a lavared,
Brema eo red d’in mont vit ar veach diveza
Da c’hout ha me c’hello he lakat da drouc’ha.
Da c’hout ha ne devoa da ziskar enebourien
Brema evel gwechall ho zeurel oc’h torgen.

En eur zerc’hel a gil, a zrem, a gleiz, a ziou
Ha mervel mar gellan. Perag leun a zaëlou
Ho kwelan, soudarded, petra zo c’hoarvezet