Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

N’en deuz bet nemet poan abaoe m’eo ganet.
Ha den ker paour hag hen a harp he droad er bed ?
Aliez hep tamm bara, hep liard bemdez-c’houlou,
He c’hrek, he vugale, soudarded ha gwirou,
           Kredourien hag aner
A ra d’ar reuzeudik koll he benn, enn eur ger.
Gervel a ra ’r maro, hag ann ankou war c’hed
Rak-tal m’her c’hlev, d’he gaout d’ann daou-lamm ruz a red.
Goulenn a ra out-han petra zo da ober ?
— « Samma d’in ar beac’h-ze ! eme ar c’heuneutaer. »

    Dioc’h klenvejou ar bed e pare ar maro :
    Mad pe fall, ’vel ma’z omp, choumomp evelato !
        Gwell eo kaout poan eget mervel.
        Ma n’am c’hredit, it d’ar garnel,
        It da zellet, goude ’nn emgann,
        Er mez-an-stourm [1],ar prad ledan.
        Eno weloc’h tud kalounek,
        Falc’het evel geod ar foennek ;
        Ho daoulagad leun a zaelou,
        Oc’h hirvoudi ho c’halounou,


  1. Mez-an-stourm. (Ce mot composé aujourd’hui nom propre de
    famille), signifie champ de bataille. Je ne l’ai jamais vu ni dans
    aucun écrit breton ni dans aucun dictionnaire.