Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


        O iudal, torret ho ezel :
        — « Gwel eo beva evit mervel !
        Mervel, mervel a zo spountuz,
        A greiz ann nerz ez eo doaniuz,
        Doaniuz, dreist holl, pa vez tra red
        Lavaret kenavo d’ar bed
        Pell dioc’h ar vro, pell dioc’h ar vamm,
        Ha dioc’h kalounou all a lamm.
        Poan ar bed-ma ne d-eo netra,
        Poan ar bed-all eo ar wasa !





ANN DEN EN DEUZ A-WALC’H A VEZO VA FERC’HEN


War dor eur maner kaer, ar c’haera a zo bet,
E lizerennou aour eunn deiz e voe skrivet :
Ann den en deuz a-walc’h a vezo va ferc’hen.
— « Me eo hen-nez, e-feiz ! » ’me unan o tremen.
Hag hep marc’hata tamm e tarc’ho war ann or
A zibrenn, ’vel eunn tenn, ha diraz-han zigor.